L'Atelier

Créations linguistiques
et mondes imaginaires
 
AccueilAccueil  PortailPortail  CalendrierCalendrier  GalerieGalerie  FAQFAQ  RechercherRechercher  MembresMembres  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  

Partagez | 
 

 Divinadellou / Devinettes

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Invité
Invité



MessageSujet: Divinadellou / Devinettes   Dim 17 Juil 2011 - 2:18

Voici un recueil de devinettes bretonnes. Malheureusement, sans traduction... Je vais donc vous les traduire petit à petit... Cela vous donnera une idée de la langue. Pour la prononciation vous pouver consulter la première leçon de breton sur l'autre fil consacré au breton et/ou poser vos questions ici...

Divinadellou (devinettes)

Petra 'zo ken teo hag eur varrikenn
Ha ken skañv hag eur bluenn ?
- Ar moged

Qu'est-ce qui est gros comme une barrique
et léger comme une plume?
- La fumée.


Seul ma’h izella,
Me a gresk.
Seul ma’h uhella,
Me a zigresk.
- Ar skeud a gresk dre ma izella an heol.

Plus il baisse, plus je grandis.
Plus il monte, et plus je diminue.
- L'ombre grandit quand le soleil descend.


Me a zo bet gwelet
El leh morse n’on bet.
Hag e vezin gwelet c’hoaz
El leh na’z in biskoaz.
- En eur melezour

j'ai été vu où je n'ai jamais été
et je serai vu encore où je n'irai jamais.
- Dans un miroir.


Peseurt kemm a zo etre eur barner
Hag an dereziou ?
- Dirag ar barner e saver an dorn, dirag an dereziou e saver an troad.

Quelle différence y a-t-il entre un juge et un escalier?
- Devant le juge on lève la main. Devant l'escalier, on lève le pied.


Me anavez eur marh glaz,
Gouest da zougen kant karrad dir,
Ha n’eo ket gouest da zougen eur spillenn.
- Ar mor.

Je connais un cheval bleu (ou vert),
capable de porter cent charretées d'acier,
mais incapable de porter une épingle.
- La mer.


Kaer 'zo teuler ennañ,
Tamm ne gresk.
Kaer ‘zo lemel dioutañ,
Tamm ne zigresk.
- Ar mor.

On a beau y jeter,
elle ne croît pas.
On a beau lui en retirer,
elle de diminue pas.
- la mer.


Petra a vez astennet e vuhez dezañ
En eur e laza ?
- Ar goulou.

À quoi on rallonge sa vie
En la tuant (éteignant) ?
- La lumière.


Petra a vez lakaet war an daol,
a vez trohet,
a vez servijet,
ha morse ne vez debret ?
- Eur c’hoari kartou.

Qu'est qu'on met sur la table,
qu'on coupe,
qu'on sert,
et qu'on ne mange jamais ?
- Un jeu de carte.


D’an hañv, d’ar goañv,
Peseurt mantell ‘vez an tomma ?
- Hini ar siminal.

En été, en hiver,
quel est le manteau le plus chaud ?
- Celui de la cheminée.


Peseurt traou a zo a vezo ar muia war an douar ?
- Plasou ! Eur plas da bep tra, hag e chom plas c’hoaz.

Qu'est-ce qu'on trouve le plus sur terre ?
- Des places ! Chaque chose a sa place et il reste encore de la place.


Gand peseurt daoulagadou e vez an den gwella maget ?
- Daoulagadou ar zoubenn !

Avec quels yeux un homme est-il mieux nourri ?
- Les yeux de la soupe !


Petra eo an nêta e ti eur gouillourenn ?
- Eur vi a-barz m’eo torret.

Qu'est-ce qui est le plus propre dans la maison d'une souillon ?
- Un oeuf qui vient d'être pondu.


Ar vasin n’eo ket seh a-walh.
Leiz eo eun draig.
Lakait enni eur hreunenn boultrenn,
Ha kerkent an dour a zivero anezi.
Peseurt basin eo honnez ?
- Al lagad !

La bassine n'est pas assez sèche.
Elle est un tantinet pleine.
Mettez-y un grain de poussière,
Et aussitôt l'eau en déborde.
De quelle bassine s'agit-il ?
- L'oeil !


Houarn war zouar,
Koad war houarn,
Pillerou war goad,
Eun ti war billerou,
Eur hoad war an ti,
Ha deñved ennañ o peuri.
Petra eo ?
- Eun den gantañ eur boutou koad gand tachou ha laou war e benn.

Du fer sur de la terre
Du bois sur le fer,
Des pilliers sur le bois,
Une maison sur les pilliers,
Un bois sur la maison,
Et des moutons qui y broutent.
Qu'est-ce ?
- Un pouilleux en sabots à clous.


Va mamm he-deus eul liñser vraz
N’eo ket gouest d’he flega.
Va zad eun toullad peziou aour,
N’eo ket gouest d’o honta.
Va breur en-deus eun dra
N’eo ket gouest da zelled outañ.
Petra eo ?
- Va mamm : an oabl.
Va zad : ar stered.
Va breur : an heol.

Ma mère a un grand drap
qu'elle ne peut plier.
Mon père a des pièces d'or
qu'il ne peut compter.
Mon frère a quelque chose
qu'il ne peut regarder.
Qu'est-ce ?
- Ma mère: le ciel.
- Mon père: les étoiles.
- Mon frère: le soleil.


Tregont tosenn war eun dosenn,
Ha c’hoaz n’eo ket eun dosenn vraz.
Petra eo ?
-1) eur vouarenn.
-2) turiadennou gozed war eun dosenn.

Trente buttes sur une butte,
mais ce n'est pas encore une grande butte.
Qu'est-ce ?
-1) Un mûrier.
-2) Des taupinières sur une butte.


Petra a ya war he hiz da gerhad he hefridi ?
- Eur zaill er puñs.

Qu'est-ce qui va à sa façon, chercher sa commission ?
- Le seau dans le puits.


Unan o toulla,
Unan o ficha,
Ha daou o c’hwesa,
Daou all o selled,
Ha daou o kleved,
Pevar en o zav
Hebto ne rafe netra.
Petra eo ?
- Ar pemoh !

Un qui creuse,
Un qui remue,
Et deux qui flairent,
Deux autres qui regardent,
Et deux qui écoutent,
Quattre sont debout,
Sans eux rien ne ce ferait.
Qu'est-ce ?
- Le cochon !


Pehini eo ar blantenn
A ra ar vuia vad d’an den ?
- Plantenn an treid !

Quelle est la plante
Qui fait le plus de bien à l'homme ?
- La plante des pieds!


Petra a viro ouz Pariz da vond e pri, er goañv-mañ?
- An a hag ar z !

Qu'est-ce qui empêche Paris de se changer en boue ?
- Le a et le z! (pri = boue)


An tad a zo rouz, touz, miliner.
Ar vamm ‘zo rouzez, touzez, milinerez.
Ar vugale ‘zo rouzien, touzien, milinerien.
Petra eo ?
- Al logod.

Le père est roux, tondu, meunier.
La mère est rousse, tondue, meunière.
Les enfants sont roux, tondus, meuniers.
Qu'est-ce ?
- La souris.


Ni a oa diou hoarig o chom er memez ti,
Kloz mad an nor warnom, e vevem dizoursi,
Kerkent ha ruz or penn hag or hrohen reudet,
D’or hlask ar vugale, gand pres ‘zo diredet,
Ha daoust pegen garo ‘oa on ti mogeriet
Ez om bet diframmet, ha poazet, ha debret.
Petra eo ?
- Eur gistinenn (daou damm a zo e pep kistinenn).

Nous étions deux soeurs habitant la même maison,
La porte bien fermée, nous vivions sans souci,
Dès que notre tête fut rouge et notre peau étirée,
Les enfants se sont empressés de venir nous chercher,
Et bien que notre maison fût âprement murée,
Nous fûmes arrachées, et cuites, et mangées.
Qu'est-ce ?
- Une châtaigne (il y a deux parties dans chaque châtaigne).



Me 'm-eus eur marh em zi
Ha da veur a hini e ra avi.
Ha koulskoude ne ra mann
Nemed war e gein pa vezan.
Petra eo ?
- Va marh-houarn

Diou hoarig kêz,
Klozet mad en o neiz,
A veve dizoursi,
Heb trouz na gwarizi.
Mez pebez planedenn !
A-veh ma oa ruz o fenn,
Pevar pe bemp bugel,
Ganto beb a gontell,
A freuzas o lochenn
En despet d’an drein
Hag o debras d’o lein.
Petra eo ?
- Diou gistinenn.

Eur gambr he-deus pevar horn.
E pep korn ez eus eur haz.
War lost pep kaz ez eus eur haz.
Dirag pep kaz ez eus eur haz all.
Ped kaz a zo er gambr ?
- Pevar haz hepken.

Petra eo an dra-ze hag a hirra
Hag er memez amzer a verra ?
- Ar vuhez (pe : Buhez an den).

Petra a weler o pignad en neñv,
Pa n’en-deus na korv nag ene ?
- Ar moged.

Pa deu war-dro an ti,
e vez laosket ar hi war e lerh,
ha greet afo da zastum ar yer.
Petra eo ?
- Al louarn.

- « Selaou, Yannig », eme Jopig. « Ro din unan euz da zeñved, hag am-bezo kement ha te. »
- « Ro din unan euz da re-te , Jopig », eme Yannig, « hag am-bezo an hanter muioh egedout.»
Ped dañvad en-devoa pep hini ?
- Jopig : pemp dañvad.
- Yannig : seiz dañvad.

Eur beajour, eur gaolenn dindan e gazel, eur bleiz ouz e zorn dehou, eur havrig en e zorn kleiz, en em gav evid treuzi eur stèr vraz.
Ar pont a zo striz.
Ne hell kas gantañ, bep tro, nemed unan euz an traou a zo ouz hen luzia.
Penaoz e raio evid na vo debret nag ar gaolenn gand ar havrig, nag ar havrig gand ar bleiz ?
- Kenta tro : ar havrig.
- Eil tro : mond a ra da gerhad ar bleiz, hag e tegas ar havr en-dro gantañ.
- Trede tro : ar gaolenn.
- Pevare tro : dond a ra da gerhad ar gaolenn en-dro.
- Evel-se ne vo bet morse ar havrig gand ar gaolenn, nag ar bleiz gand ar havrig.

Bez’ ez a hag ez a,
Biskoaz eun dro ne ra.
- An nor, pe momeder an horolaj

Petra a ya founnusoh dre al lann eged dre an hent ?
- An tan.

Krohen am-eus, ha loen n’on ket.
Deliennou am-eus, ha gwezenn n’on ket.
Me ‘vez serret ha digoret, ha dor koulskoude n’on ket.
- Eul leor.

War bevar droad diouz ar mintin,
war daou da greisteiz,
war dri diouz an noz ?
- Va zadig-koz din-me ive
Heb mar ebed a valee,
Krouadur bihan evel va breur
War e barlochou dre al leur.
Deuet paotr-yaouank ha gwaz,
Siwaz ! hizio evid kerzed
Eur vazig dezañ a zo red !

Eun dra 'zo bet beo hag a zo maro,
Hag a zougen ar re veo da vale war ar re varo ?
- Eur botou-koad.

Eun dra vihan da vraz savet,
Pa vez braz e vez lazet.
Pa vez lazet e vez badezet,
Ha goude-ze lezet da reded.
- Eur wezenn, greet eur vag ganti.

Pevar droad, dindan pevar droad,
O hortoz pevar droad.
Pevar droad n’ez eont ket,
Pevar droad a jom
Ha pevar droad a ya kuit.
Petra eo ?
- Ar haz dindan ar gwele

O hedal al logodenn
(a ya kuit pa wel...)
Eul lostenn hlaz,
Eur horv gwenn,
Eur boned truilleg war he fenn.
Petra eo?
- Eur bourenn (hag he fenn d’an traoñ)

Me 'm-eus gwelet gwreg an ti all
O riñsa daou graou gand eur hrogad.
- O c’hweza he fri.

Diou war eur marh, hag unan a ra daouzeg leo e-pad ma ra eben unan.
Diou nadoz an orolaj.
Pere eo an tri zra diêsa da gas d’ar foar ?
- Eur hi heb trotal.
- Eun hoh heb rohal.
- Eur plah yaouank heb fihal.

Unan a ya da chaseal.
Ar pez a bako a laosko eno.
Ar pez ne bako ket a deuio gantañ d’ar gêr.
Petra eo?
- O kribad e benn,
pe : o klask e hwen.

Pemp o vounta.
Deg o sacha.
Livirit din petra eo :
- Unan o lakaad e loerou.

Me am-eus eun tiig bihan gwenn,
Ha n’en-deus na dor na prenn.
Petra eo?
- Eur vi.

Petra eo ar sota tra en ti ?
- Ar sil, dre ma ne zalh gantañ nemed al loustoni.

Petra eo al lipousa tra ‘zo en ti ?
- An torch-listri, dre ma plij dezañ ar skudellou hag ar plajou.

Pe ‘vezo sehor, pe ‘vezo glao,
Me ‘anavez eun aotrou
Hag e di gantañ a gaso
- Ar velhouedenn-grogenneg.

Eun dra ‘zo hag a glev,
A gomz hag a vlej,
A gri hag a hoarz,
A yud hag a harz,
Ha koulskoude n’eo ket eun den,
Na kennebeud eul loen.
Petra eo ?
- An hekleo !

Me a zell outañ,
Kerkent e sell ouzin.
Mez morse ne zell ouzin,
Nemed pa zellan outañ.
Petra eo ?
- Ar melezour.

Mond a ra d’e labour en eur gana,
Hag e teu d’ar gêr en eur ouela.
Petra eo?
- Ar zaill, pa ziskenn er puñs, goullo,
hag e teu en-dro, leun a zour.

Me am-eus eur hi
E penn va zi
Ne zant na ne harz,
Mez krava ‘vel eun targaz.
Petra eo ?
- Eun drezenn-bod.

Petra a ya d’ar foar en eur vale,
e gov troet d’ar gêr,
hag a deu d’ar gêr,
e gov troet d’ar foar ?
- Ar hov-garr.

Peur e vez fur ar genaoueg ?
- Pa dav,
- Pa vez kloz e henou.,
- Pa gousk.

Petra a red ken buan hag an amzer ?
- Ar vuhez . (heuilla a ra an amzer).

Ha petra a red bunnaoh egetañ ?
- Ar maro. (peogwir e tiarbenn ar vuhez).

Eur vamm a houlenn digand he hrouadur :
« Perag, er Bater, e houlennom-ni or bara pemdezieg e-leh goulenn dioustu bara ar zizun pe hini ar bloaz ? »
- « Da gaoud bara fresk. Bara eiz deiz a hellfe loueda... (hini ar bloaz sur e rafe...)

Petra a weler o pignad en neñv
Ha n’en-deus na korv nag ene ?
- Ar moged

Petra eo an dra-ze hag a hirra
Hag er memez amzer a verra ?
- Ar vuhez.

Peseurt kemm a zo etre al loar hag ar mezvier ?
- Al loar ne vez leun nemed eur wech ar miz, e-leh ar mezvier, pa hell, a vez leun ken aliez ha bemdez.

Du pa hadis,
Glaz pa zellis,
Gwenn pa dennis.
Petra eo ?
- Ar pour.

Me am-eus eun armelig wenn
N’he-deus nag alhwez na prenn.
- Ar vi.

Peseurt kemm a zo etre eur bisah hag eun anduillenn ?
- Ar bisah a vez leuniet dre e greiz hag an anduillenn dre he daou benn.

N’on ket roue, hag e tougan eur gurunenn.
N’on ket marheg, ha koulskoude em-eus kentrou.
N’on ket skrivagner, hag e tougan eur bluenn.
N’on ket keginer, hag e roan da zebri.
- Ar hillog.

Petra a heller ober gand netra ?
- Yun !

Me ‘m-eus eun ti e Porspoder.
Stumm ti n’en-deus,
na stumm moger.
Ha n’eus bet den ouz hen ober.
Petra eo ?
- Eun neiz pig.

Mar kirit he laza, heb enkrez,
Eh astennoh dezi he buhez.
Petra eo?
- Eur houlaouenn.

Petra e-neus treid heb ivinou
Ha ne glev ket gand e skouarniou ?
- Ar pod.

Me a daol eun dra dreist an ti
Hag en tu all e kavan tri.
- Eur vi (ar gwenn, ar melen, ar glorenn).

E peleh ez eus merzerien,
Daoust pegen eüruz e vefent ?
- Er Merzer.

Seul-vui e vez freskoh,
Seul vui e vez tommoh.
Petra eo?
- Eur vi.

Petra a heller da gaoud en eur hodell houllo ?
Eun toull !

Eul liñsel hlaz-wenn
Ha n'he-deus na gwri na gourem ?
- Ar mor.

Petra 'zo gwelloh eged sukr war an douar ?
- An teil !

Me, pa deuan, a ra dro-gamm.
Da vond kuit, em-bevez va zamm.
Petra eo ?
- An Ankou

Glaoda ar pont Prenn, forz pegen yen e vez er goañv, ne vez morse gantañ nemed eun hanter roched war e gein.
Perag e ra an dra-ze, a gav deoh?
-Dougen a ra an hanter all war e gov.

Petra 'oar an oll yezou heb beza desket anezo ?
- An hekleo.

Anaoud a ran eun dra flour
Hag a varv e-barz an dour.
- An tan

Ruzig en-deus dent garo
Ha Duig krohen tano ;
En deiz all e lavare
An Duig koz d'egile :
« Daoust dit da gaoud dent garo
M'am zouellez, me da lazo. »
- Duig : ar podad dour.
- Ruzig : an tan

Tiig plouz, leurzi mein,`
Toënn mouded war e gein,
Kanaouenn tro-war-dro
'Pad m'ema ar bleun er vro.
- Eur goloenn evid ar gwenan.

Livirit din petra a ya d'ar stèr
A lez he bouzellou er gêr ?
- Ar holhed.

Petra 'ya d'ar marhad,
Ar gliz war e zaoulagad ?
- An amann.

E-pad an noz ez on laouen braz.
Pa deu an deiz e vez teñval va fas.
- Al loar.

Gwenn 'vel ar sin
Glaz 'vel al lin,
Ruz 'vel an tan,
Du 'vel ar vran
Petra eo ?
- Eur vouarenn.

Daou zisterig-kenañ a dra,
Pa n'int ket toull, ne dalvezont netra.
Petra eo ?
- An nadoz hag ar voutonenn.

Anaoud a rit eun intron,
Gwisket kaer ha gwisket flourig ?
N'eo ket euz an dilloüsa
Hag he hent a verk dre ma 'z a.
Petra eo ?
- Ar velhwedenn.

Tri breur bihan a zo em zi.
N'o-deus 'med eul lagad o-zri.
Petra eo ?
- An trebez.

Disterig a dra :
E lost a verra
bep kammed a ra.
Petra eo ?
- Eun nadoziad neud.

Petra a vale bemdez en êr,
A lez e "relegou" er gêr ,
- Ar moged.

Eun dra a zo, a deu , a ya
Hag e neb leh morse n'ez a.
Petra eo ?
- Momeder an orolaj.

Me 'm-eus eur hraouiad kezeg gwenn,
Hag eur fouetig ruz d'o hempenn.
Petra eo ?
-An dent hag an teod

Eun itron penn ruz azezet
War eur skaon hlaz dantelezet.
Ar vugale a zo sod ganti.
Petra eo ?
- Ar zivienn.

Divin ha lavar din eta, bugel,
Ouz eun houarn marh,
Petra 'zo heñvel ?
- Eur marh kazeg.

Divin ha lavar : Piou an tri baotrig
A ra o zi gand ar memez togig ?
- Teir garr an trebez.

Toet eo va zi bihan
War horre koulz ha dindan.
Petra eo ?
- Va lagad.

N'am-eus nemed lagadou,
Hag e ran tro ar parkou.
Petra eo ?
- Eur jadenn.

Peder, dipa dapa,
O klask en em baka.
Ma'h en em bakfent
Eh en em lazfent.
Petra eo ?
- Eskell ar vilin-avel.

Daou vreur o-deus ar memez oad
Ha n'o-deus na penn na troad ?
- An daoulagad

E peleh ema an tiegez
A zo ennañ ar muia unvaniez ?
- Ar vered.

Gleb atao
Hag atao en disklao ?
- An teod

Tri baotrig
A ra gand ar memez togig.
- An trebez.

E Kêrlouan e oa badezet unan disul ha ne oa na mab da dad, na da vamm, na da roue, na da Zoue, na d'an diaoul.
Piou e oa ?
- Eur verh.

An deiz all, e lavare din Ivonig ar gall e wele ar pez ne wel ket an Aotrou Doue e-unan.
Penaoz an dra-ze ?
- E vestr !

Peseurt dillad a zo ar muia o seha du-mañ ?
- Dillad gleb.

Me am-eus eur gambrig wenn
Alhwezet diouz an daou benn
Ha n'eus forz petra 'ri,
Ne di ket e-barz heb he zerri.
Petra eo ?
- Eur vi.

Bez' am-eus eun amezegez.
Ganti zo feson tiegez.
Bez' ez eo meurbed labourerez
Koulz ha n'eus forz peseurt nezerez.
Petra eo ?
- Eur gevnidenn.

Petra a vez torret pa vez anvet ?
- Ar sioulder.

Perag e vez lakaet ar hillog war lein an tour ?
-Pa ne hell ket mond e-unan.

Diou war varh : unan a ra diou leo keit ha ne ra eben nemed unan?
- Nadoziou an orolaj.

E peseurt miz e ra ar merhed an nebeuta kaoz ?
- E miz c'hwevrer

Petra a ya gwelloh dre ar harz eged dre an hent ?
- An tan.
(Dre ar harz e red an tan,
dre an hent ne ra tamm ebed)

Eur gêr a Vreiz-Izel a heller lenn he ano koulz o vond a-zehou da gleiz evel euz an tu mad ?
- Kallag

Perag e vez griz ar bleo a-raog ar baro ?
- Dre ma'z int kosoh !

Eur paotr-saout a gemer war an daol tri damm bara lakaet evitañ a-gostez dindan eun tog.
O debri a ra ha neuze eh em gav adarre ar memez tri damm bara dindan ar memez tog.
Penaoz an dra-ze ?
- Ar paotr e-neus lakaet an tog war e benn.

Me n'em-eus nag askorn na kig,
ha koulskoude 'm-eus deg bizig.
- Eur manegou.

Koll a ra heh ano pa vez skoet gantañ.
Petra eo ?
- An dienn.

Peseurt kemm a zo etre eun aval-douar hag eur marh ?
- An aval-douar a boulz, ar marh a zach.

Petra a ra tro ar hoad heb gelloud mond e-barz ?
- Ar rusk.

Me am-eus ha n'am-eus ket,
Mar karit rei din, n'am-bo ket.
- Naon ; bara.

Eur pesk heb drein na kig ?
- Ar pesk Ebrel.

Peseurt kemm a zo etre eur marh hag eur vag ?
- Ar marh a vez bleniet dre ar penn a-raog hag ar vag dre ar penn a-dreñv.

Eur gambrig vihan, kadoriou gwenn a bep tu, enni eur skubellenn ruz ?
-Ar genou, an dent, an teod.

Petra a heuill pe a gerz a-raog ar gwella reder
- E skeud.

Kerzed a ra heb garr na lagad ?
- Ar vuzugenn.
Revenir en haut Aller en bas
 
Divinadellou / Devinettes
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» Divinadellou / Devinettes
» devinettes
» Spécial devinettes
» Devinettes linguistiques
» DEVINETTES DU TERROIR

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
L'Atelier :: Général :: Langues et cultures-
Sauter vers: